publicité

Red an Amzer

Votre magazine sociétal et emblématique en langue bretonne présentée par Bernez Rouz et Anna Quéré.

  • France 3 Bretagne
  • Publié le 25/08/2011 | 12:12
video title

Red An Amzer du 11/06/2005

Le magazine emblématique de la vie des brittophones d'aujourd'hui.

video title

Red An Amzer du 29/05/2011

Le magazine emblématique de la vie des brittophones d'aujourd'hui.

video title

Red An Amzer du 22/05/2011

Le magazine emblématique de la vie des brittophones d'aujourd'hui.

video title

Red An Amzer du 15/05/2011

Le magazine emblématique de la vie des brittophones d'aujourd'hui.

video title

Red An Amzer du 17/10/2010

Le magazine emblématique de la vie des brittophones d'aujourd'hui.

 

Son ur yezh

Disul 4 a viz Gwengolo / Dimanche 4 septembre

Diffusion du dernier numéro de Red an amzer, sur internet.


Rediffusion du documentaire « Son ur yezh » (La musique d’une langue), réalisé par Christian Rouaud, diffusé pour la première fois sur France 3 Bretagne en avril 2010.

Durée du film : 25’35

Les mots se bousculent dans sa bouche, les objets lui résistent, il est encombré de son grand corps, mais il avance, avec une énergie communicative. C’est Dédé Le Meut, sonneur de bombarde virtuose, amoureux de la langue bretonne, de la musique, de l’humanité. Il nous emporte dans le tourbillon de ses rencontres, et on suit cet irrésistible monsieur Hulot vannetais avec bonheur, parce sa quête touche à des choses essentielles et que sa musique donne le frisson.


Evit abadenn ziwezhañ Red an Amzer, skignet war lec’hienn internet France 3, e vo skignet en-dro ar film « Son ur yezh », sevenet gant Kristen Rouaud. Skignet e oa bet e miz Ebrel 2010 war France 3 Breizh.

Padelezh : 25’35

Anavezet mat eo e gorf hir ha fiñvus gant ar re a zo tomm ouzh ar sonerezh hengounel e Breizh. Dede le Meut, soner bombard, a gar ar sonerezh, ar yezh hag he son. D’e heul ez eer dre e vro, bro Gwened, hag e komprener gwelloc’h e energiezh, e labour, e zoare da vezañ ha da vevañ.

An Tad Gérard, dispac¿her en desped dezhañ

SUL 26 A VIZ MEZHEVEN 2011 / Dimanche 26 juin 2011

Sevenet gant Luc David
Produet gant Olivier Roncin
Gant Guy Moign (Loeiz ar Meur), Tifenn Linéatte (Anna Bleiz)
Rener an abadennoù brezhonek : Bernez Rouz
Senario ha divizoù : Marc Le Bihan, Aziliz Bourges hag Etienne Strubel
Kenbroduet gant Pois Chiche Films / France Télévisions (10 x 13’)

An Tad Gérard, dispac’her en desped dezhañ

Loeiz a zo fouge ennañ : kaset e vo da benn e senario diwezhañ gant ur sevenour a-vicher. Kontañ a ra istor an Tad Gérard, ur peizant bet kannad er Breujoù da vare Dispac’h 1789. Anna n’emañ ket a-du gant Loeiz, treuzwiskañ an istor a zo bet graet gantañ. En un atant eo, emeur o treiñ ar film : Anna a ziviz mont di. Eno eo tremen skuizh perc’henn an tiegezh gant doareoù ober ar skipailh filmañ : ne vo ket pell ar soubenn o trenkañ…


Réalisée par : Luc David
Produit par : Olivier Roncin
Avec : Guy Moign (Loeïz Le Meur), Tifenn Linéatte (Anna Bleiz)
Directeur éditorial : Bernez Rouz
Scénario et dialogues : Marc Le Bihan, Aziliz Bourgès et Etienne Strubel

Une coproduction Pois Chiche films / France Télévisions
(10 x 13’)

Le Père Gérard, révolutionnaire malgré lui

Loeïz se félicite de son dernier scénario qui va être porté à l’écran par un réalisateur parisien connu. Il s’agit de l’histoire du Père Gérard seul paysan député à la convention pendant la Révolution Française. Loeïz a dénaturé l’histoire véritable et Anna s’insurge. Le film se tourne dans une ferme proche et Anna décide d’aller sur place. Elle arrive en plein drame, le fermier est excédé par le comportement de l’équipe de tournage : fourches contre caméra, la situation tourne mal.

Tamm Kreiz gouestlet da Glenmor

SUL 19 A VIZ MEZHEVEN 2011 / Dimanche 19 juin 2011

Un abadenn renet gant Bernez Rouz
kinniget gant Anna Quéré ha Bernez Rouz
kernurzhiet gant Annaig Kervella
sevenet gant Jean-Christophe Loez.

1-Keleier : an douristelezh e Breizh

Bro C’hall zo kentañ bro touristel an Europ ha Breizh unan deus ar rannvroioù kentañ o tigemer touristed ‘pad an hañv.
Bilañs an hañv 2010 zo bet savet gant Mathieu Herry.
Tri goulenn digant Yann Rivallain, rener ar gelaouenn Ar Men. Hervezañ e c’hellje Breizh sachañ muioc’h ar re yaouank, evit dont da vezañ ken plijus ha Barselona, pe Dulen…

2-Tamm Kreiz gouestlet da Glenmor

15 vloazh zo eo marvet Glenmor. Er bloavezioù 1970 e oa birvilh tro dro d’e ganaouennoù ha d’e skridoù : kaner e oa, mez ivez barz, skrivanier ha ha stourmer.
A drugarez d’ar gevredigezh ‘’Glenmor : an distro’’ e oa bet embannet e bladennoù hag e leorioù en dro.
Gouel vo e Karaez etre an 19 hag ar 26 a Viz Even evit 15 vloazh e varo.

‘’Amezein Glenmor’’ : Anne hag Alfred Gouazou a veze o telc’hel  o atant tal-kichen ar maner lec’h ma eo bet Glenmor o chom pad ur pennad mat a amzer. Soñjoù brav o deus deus an amzer-se, pa veze o c’hamalad Emile ( rak anv gwir Glenmor a oa Emile ar Skañv) kroget da vezañ brudet.

Ur gelaouadenn savet gant Anna Quéré.

-Daou damm kavet e dielloù an INA :
-1978 : Pennad-kaoz gant Fañch Broudig da lidañ e 20 vloazh a ganaouennoù.
-‘’Pa vin maro’’ : ur ganaouenn kanet gant Glenmor e 1983 evit FR3.
Kavet e dielloù an INA.

3-Sevenadur : Petra vo war ar skramm e brezhoneg ‘pad an hañv ?

Pad an hañv, azalek ar 26 a viz Even, e vo ad-kignet Istorioù Breizh. Un tamm displegadenn istorel a vo graet gant un Istorour da gentañ, Louis Elegoët.
Da reiñ un tañva deoc’h, setu daou damm deus Istorioù Breizh.
-Istorioù Breizh : Kergelenn. Dizoloer pe doueller ?
-Istorioù Breizh : Bertrand Duguesclin, treitour da Vreizh?

Ha nevezenti en ti evit an Distro-Skol ! Ul lec’hienn nevez gouestlet d’an abadennoù brezhonek war Frañs 3, hag un abadenn nevez penn da benn d’ar sul !
Mouchig Dall a gendalc’ho da vezañ skignet d’ar merc’her tro dro 8e30.
Vakañsoù brav d’an holl !



Responsable : Bernez Rouz
Présentation : Anna Quéré et Bernez Rouz
Coordination : Annaig Kervella
Réalisation : Jean-Christophe Loez.

1-L’actualité : le tourisme en Bretagne

La France est le pays le plus touristique au monde et la Bretagne l’une des régions les plus visitées. Petit retour sur la saison qui s’annonce.
-Bilan de l’été 2010 dressé par Mathieu Herry
-Trois questions à Yann Rivallain, Directeur de la revue Ar Men. Selon lui, la Bretagne ne joue pas suffisamment la carte ‘’jeunes’’, comme le font par exemple des villes comme Dublin ou Barcelone.

2-Glenmor, an distro

A l’occasion des 15 ans de la disparition de Glenmor, Red an Amzer revient sur ce chanteur, poète et écrivain qui a marqué la Bretagne des années 1970.
Le travail de l’association ‘’Glenmor, le retour’’ a permis de faire paraître à nouveau ses disques et ses livres. Des festivités consacrées à la mémoire de Glenmor sont organisées du 19 au 26 juin dans le pays de Carhaix.

-Les voisins de Glenmor : Glenmor a habité longtemps au manoir de St-Péran à Glomel. Anne et Alfred Gouazou exploitaient la ferme attenante au manoir. Ils se souviennent de l’effervescence qui y régnait lorsque leur ami Emile (Emile Le Scañv de son vrai nom), commençait à connaître la célébrité…
Un reportage de Anna Quéré.

-Extraits d’archives de l’INA
-Interviewé par Fañch broudic en 1978, Glenmor revient sur ses 20 ans de chansons.
-‘’Pa vin maro’’ : chanson interprétée par Glenmor en 1983

3-L’actualité culturelle : les programmes en breton pendant l’été

La saison démarre dès le 26 juin, avec la rediffusion des 10 épisodes d’Istorioù Breizh. Ces épisodes sont précédés d’explications de Louis Elégoët, historien de la Bretagne.
Histoire de se donner un petit avant-goût, deux extraits sont proposées :
-Kerguelen : découvreur ou imposteur ?
-Duguesclin : traître à la Bretagne?

… Et du nouveau à la rentrée ! Un site internet entièrement dédié aux émissions en langue bretonne, ainsi qu’une nouvelle émission de 11h à 12h le dimanche.
Mouchig Dall occupera toujours le même créneau, le mercredi vers 8h30.
Bonne vacances à tous !

Gant e notennoù e komz ouzhin ivez

SUL 12 A VIZ MEZHEVEN 2011 / Dimanche 12 juin 2011

1. Naoned e Breizh :

Ur gelaouadenn gant Anna Quéré

2. Ar Film :

"Gant e notennoù e komz ouzhin ivez", poltred ar soner akordeoñs Yann-Fañch Perroches savet gant Herve Morzadeg gant sikour Bernez Quillien.

3. Bagad Pondi hag ar strollad Safar eus Zanzibar.

4. An embann brezhonek :

"Torr e benn" gant Yann Bijer, "Histor eur famill eus Breïs-Izel" gant Herve Burel

Burkina-Faso, 50 vloaz goude an didrevadenniñ

SUL 5 A VIZ MEZHEVEN 2011 / Dimanche 5 juin 2011

1-Keleier :
Ar Burkina-Faso, 50 vloaz goude an didrevadenniñ, peseurt amzer da zont ?

Un abadenn renet gant Bernez Rouz kinniget gant Anna Quéré kernurzhiet gant Annaig Kervella sevenet gant Jean-Christophe Loez.

Herri Morvan, kazetenner e France 3 Iroise a oa bet er Burkina-Faso warlene. Displegañ a ra peseurt doare bro eo ar Burkina-Faso ha perak e chom da vezañ unan deus broioù paourañ ar bed. Kudenn an hin gant ar sec’hor a zo evel-just, mez ivez kudenn prizioù an trevadoù, evel ar riz pe ar c’hotoñs, a gustum pignat ha diskenn a-daol trumm, pezh a lak al labourerien-douar en dienez.

Bernadette Cabon e Pissila 

Soeur Bernadette zo klañvdiourez en un ospital evit ar vugale hag o mammoù e Pissila (norz ar Burkina).

Daoust ma eo ur vro gant 60% a vusulmaned e chom koulskoude seurezed eno, deuet da c’houlz ma veze trevadennet gant bro Frañs. Displegañ a ra o deus ar familhoù mil boan da vagañ o zud, ha kavet vez kalz bugale  maget fall er vro-mañ. Aozet ha filmet gant Herri Morvan.

Hélène er Burkina 

Hélène zo bet er Burkina warlene o welet he c’hoar-gaer, seurez eno. Gant ar poltriji  bet degaset ganti eus he beaj e komprener gwelloc’h pegen diaes eo bepred buhez pemdeziek an dud eno. Kinniget gant Sébastien Le Guillou

2-Sevenadur :

Atlas Breizh : Un atlas kaer divyezhek penn-da-benn zo nevez deuet er maez gant kartennoù dic’hortoz a-wechoù. Mikael Bodlore-Penlaez ha Divi Kervella a ginnig  ur gwir benveg evit kompren Breizh-  embannet gant Coop Breizh.
An Taol-lagad -  Liliane Thoraval.

Levrioù kinniget gant Anna Quéré : ‘’Rapunzel ha pemp kontadenn all ‘’, hag ‘’Ar mell irvinenn’’ gant Mark Kerrain ha Maël Vérot ‘’Breiz O Veva’’, testennoù Charlez ar Gall.
‘’Nan heb e dad’’ gant Mikael Madeg Gouel broadel ar brezhoneg:

Dalc’het e vo d’an 11 ha 12 a viz Even e Kawan. Un digarez da zont en dro war istor ar gouel-mañ. E 1974 oa bet savet ar gouel kentañ, e Gwengamp. Er bloavezhioù 1980, war intrudu ur skipailh nevez e oa bet advadezet ‘’Gouel broadel ar brezhoneg’’. Chomet oa a-sav e 1999, hag adsavet a varv da vev e 2010.


1-L’actualité :
Le Burkina Faso 50 ans après la décolonisation, quel avenir pour ce petit pays du Continent africain ?

Anna Quéré invite Herri Morvan, journaliste à France 3 Iroise, et auteur d’un documentaire, tourné l’an dernier au Burkina-Faso. C’est l’occasion de tenter de comprendre pour quelles raisons il reste l’un des pays les plus pauvres du monde : la sécheresse chronique, mais également l’instabilité des prix de certaines cultures comme le coton ou le riz, plongent les paysans dans la misère.

Bernadette Cabon à Pissila : un documentaire de Herri Morvan

Sœur Bernadette est infirmière à Pissila, au nord du Burkina-Faso, dans un dispensaire qui soigne les enfants en bas-âge et leurs mères. Dans un pays à 60% musulman, les ordres missionnaires chrétiens sont toujours présents après la décolonisation. Tous les jours, Sœur Bernadette et ses collègues reçoivent des patients de partout et s’efforcent de donner des conseils afin de lutter contre la malnutrition.


Hélène au Burkina : un reportage de Sébastien Le Guillou

Hélène est allée l’an dernier en voyage dans un petit village du Burkina pour rendre visite à sa belle-sœur, religieuse. Son témoignage et les photos qu’elle a ramené illustrent des difficultés quotidiennes des Burkinabés.

2-Culture

Atlas de Bretagne : le premier atlas bilingue de Bretagne  nouvel Atlas vient de paraître. Les auteurs Mikael Bodkore-Penlaez et Divi Kervella proposent de comprendre la Bretgane… avec parfois des cartes assez inattendues.
Un reportage An Taol-Lagad de Liliane thoraval

Quelques livres parus au printemps :

‘’Rapunzel’’ et ‘’Ar mell irvinenn’’ de Mark Kerrain et Maël Vérot.
‘’Breiz O Veva’’, qui regroupe les textes de Charlez ar Gall
‘’Nan heb e dad’’ de Mikael Madeg

La fête nationale de la langue bretonne : elle aura lieu les 11 et 12 juin à Cavan. C’est l’occasion de revenir en images sur l’histoire de cette fête qui avait vu le jour en 1974, et s’était éteinte en 1999. L’an dernier, une poignée de Trégorrois s’étaient attelés à la faire revivre.

E SKEUD KANAÑ

SUL 22 A VIZ MAE 2011 / Dimanche 22 mai 2011

E SKEUD KANAÑ

Un abadenn renet gant Bernez Rouz, kenurzhiet gant Annaig Kervella.

image_68803961.jpg


Piv ‘n eus ket klevet pe dañset en ur fest-noz bennak ha paotred o rochedoù karrezennet war al leurenn ?
Pell zo vez gwelet ar Vreudeur Morvan o redek bro d’ar Sadorn da noz…
Ganet ha savet int bet war ar maez, hag eno o deus bepred labouret douar. Gant o mamm a veze bepred o kanañ o deus desket kantadoù a ganaouennoù, a donioù, a bozioù. Tamm ha tamm o doa bet digarez da vont da ganañ kostez Sant-Nigouden, hag int pevar breur da gentañ. Kenderc’hel a reont e-pad pell hag int tri ken. Hiziv emaint daou bepred. Degas plijadur, kanañ ar pezh zo bet treuzkaset dezho sed aze ul lodenn eus o buhez. Ur vuhez eeun ha gwirion.


Ur film sevenet gant Jeremy Véron – 26’
Adskignadenn


Une émission dirigée par Bernez Rouz, coordonnée par Annaig Kervella.

Qui n’a pas dansé ou entendu les Frères Morvan lors d’un fest-noz ?
Les Frères Morvan ont vu le jour en centre Bretagne, y ont grandi et travaillé. C’est toujours là qu’ils y vivent. L’héritage chanté de leur pays leur a été transmis tout naturellement par leur mère. Petit à petit leur réputation grandit et ils sont très sollicités. De quatre, ils sont trois. Aujourd’hui les deux frères valides chantent toujours et font danser pour leur plus grand plaisir et celui de tous. Portrait d’une fratrie devenue un symbole du paysage musical en Bretagne.

Un documentaire de 26’ réalisé par Jérémy Véron
Rediffusion

KORF-HA-KORF

SUL 15 A VIZ MAE 2011 / Dimanche 15 mai 2011


Ur film sevenet gant Roland Thépot gant skoazell Goulwena an Henaff. Kenbroduet gant Aligal Production ha France Télévisions

Gant ar film kizidik hag estonus-mañ omp kaset da heul enklask ur skrivagnerez yaouank. Gerioù a ra diouer dezhi evit sevel he skridoù hag istorioù. Gerioù skoemp, gerioù kuzh, gerioù mouget ne vezont distaget nemet a vouezh izel.
N’eus ket anv nemeur nag eus rev nag eus erotegezh e Breizh. Padal e tispak ar vuhez hag ar santadoù amañ koulz hag e lec’h all. Brezhonegerez eo ar plac’h yaouank ha n’eo ket bet treuzkaset dezhi holl c’herioù he yezh. Perak ta ?
Mont a ra da glask war lerc’h ar gerioù-se, deomp neuze d’he heul…


Skignet d’ar Sul 15 a viz Mae 2011 da 11:30 war Frañs 3 Breizh

image_68703375.jpg


Un film réalisé par Roland Thépot avec la complicité de Goulwena an Henaff. Une coproduction : Aligal Production et France télévisions.


Ce film raconte l’itinéraire d’une femme à la recherche de mots qu’elle ne connait pas. Cette femme écrit en breton, elle écrit sur la vie et parfois, pour raconter ses histoires, elle a besoin de certains mots, des mots qui font rougir, que l’on entend tout bas, des mots qui parlent d’amour, d’érotisme et même de sexe. Ses parents, ses grands-parents ont tellement mis d’hésitation dans leurs mots quand il fallait parler de ces choses là. Désormais elle ne veut plus hésiter, elle a besoin de comprendre pourquoi ce pays a été si puritain, si réservé et comment aujourd’hui les Bretons mettent des mots sur leur vécu, leur corps, leurs rapports aux autres.


Diffusion le dimanche 15 mai 2011 à 11h30 sur France 3 Bretagne dans Red an Amzer

LA COOPERATIVE

SUL 08 A VIZ MAE 2011 / Dimanche 8 mai 2011

LA COOPERATIVE

E 2002 en doa  Gaby Kerdoncuff savet un abadenn diazezet war tonioù ha dañsoù hengounel. Ar bombarder ampart en doa pedet sonerien a bep seurt en dro dezhañ hag ar ganerez Marthe Vassallo. Meloudia, Trinkamo hag Evano, War un ton fisel ha Pato plin a vo sonet ganto.

Setu amañ ar sonadeg bet filmet e Kastell-Paol e miz Mae 2002 ha sevenet gant Didier Boussard.


En 2002, Gaby Kerdoncuff, sonneur de bombarde depuis l’âge de 9 ans, rassemble d’autres musiciens pour monter un concert basé sur les musiques traditionnelles de Bretagne. Avec la participation de Mathe Vassallo, ils innterprètent Meloudia, Trinkamo hag Evano, War un ton fisel et Pato plin.
Le concert de La Coopérative avait été enregistré en mai 2002 à Saint-Pol-de-Léon et réalisé par Didier Boussard.

BAGAD KEMPER « Azeliz Iza »

SUL 01 A VIZ MAE 2011 / Dimanche 1er mai 2011

BAGAD KEMPER « Azeliz Iza »

E 2001 e lide Bagad Kemper e 50vet bloavezh. Ur sonadeg vras a oa bet kinniget ganto da vare Gouel Etrekeltiek an Oriant.
Setu amañ ar sonadeg bet filmet e miz Eost 2001 ha sevenet gant Didier Boussard.



BAGAD KEMPER « Azeliz Iza »

Le Bagad de Kemper avait célébré son 50ème anniversaire en 2001. A cette occasion un concert exceptionnel avait été proposé lors du Festival interceltique de Lorient.
Le concert du Bagad de Kemper accompagné au chant par Mathe Vassallo avait été réalisé par Didier Boussard.

Breizh Seller

Sul 24 a viz Ebrel / Dimanche 24 avril 2011

Un abadenn renet gant Bernez Rouz, kinniget gant Bernez Rouz hag Anna Quéré, kenurzhiet gant Annaig Kervella, sevenet gant Jean-Christophe Loez.

1. Keleier
E 2005 e oa bet roet lañs da « Klaskerien ha treizherien soñjoù » gant departamant Penn-ar-Bed. Ar pal a zo reiñ tro d’ar skolidi divyezhek da vont e darempred gant brezhonegerien a-vihanik ar vro. Bugale skol Diwan Kemperle a zo bet o welet ar re gozh en Arzhanaou ar bloaz-mañ.

Kinniget gant Anna Quéré

2. An teulfilm
« Breizh seller»

image_68398971.jpg


Goude bezañ embannet kronikennoù berr a-hed an hañv 2010 er gelaouenn Ouest-France, en deus Hervé Lossec bodet anezho en ul levr « Les Bretonnismes ». Berzh bras en deus graet al levr embannet gant Skol-Vreizh. Met piv eo Hervé Lossec ? Er film-mañ ez eer da heul al Leonad a gont e vugaleaj, e vuhez micherel, e endro ha dizoleiñ a reer piv eo an den a-dreñv ar best seller… ar Breizh seller, souezhet e-unan gant ar berzh savet en-dro d’e oberennig.

Sevenet gant Mathieu Herry -

3. Sevenadur
Un delwenn evit Añjela Duval :
Tregont vloaz vo e miz Du ar bloaz-mañ e yae d’an Anaon Añjela Duval, barzhez ha skrivagnerez Traoñ-an-Dour. Ur gevredigezh eus ar C’houerc’had a zo en sell da sevel un delwenn en hec’h enor war blasenn vras ar bourk.

Kinniget gant Sébastien Le Guillou.


Responsable : Bernez Rouz
Présentation : Bernez Rouz – Anna Quéré
Coordination : Annaig Kervella
Réalisation : Jean-Christophe Loez


1. Actualités

C’est en 2005 que le département du Finistère met en place « Quêteurs de mémoire » pour les élèves des filières bilingues. Il s’agit de les inciter à côtoyer et à échanger avec les brittophones de naissance. De renouer les liens entre les générations grâce au breton. Une classe Diwan de Quimperlé rend visite aux résidents d’un foyer de personnes âgées à Arzano.

Reportage d’Anna Quéré

2. Documentaire
« Breizh seller »
Après la parution de courtes chroniques estivales dans le quotidien Ouest-France, Hervé Lossec les rassemble dans un petit livre coloré « Les Bretonnismes ». Succès immédiat et inattendu. La barre des 100.000 exemplaires est franchie à la surprise de l’éditeur Skol Vreizh. Le film s’attache à percer la personnalité de l’auteur en le suivant dans ses diverses activités et tente de montrer qui est le Léonard caché derrière le best seller… le Breizh seller, étonné lui-même du succès rencontré par un si petit livre.

Réalisation : Mathieu Herry


3. Culture  
Une statue pour Añjela : Un hommage vibrant sera rendu cette année, en novembre à la poétesse Añjela Duval, disparue il y a 30 ans. A cette occasion, une association du Vieux-Marché a pour objectif d’ériger une statue en granit à son effigie.

Reportage de Sébastien Le Guillou

Charlez ar Gall, brezhoneger penn-kil-ha-troad

Sul 17 a viz Ebrel / Dimanche 17 avril 2011

Un abadenn renet gant Bernez Rouz, kinniget gant Bernez Rouz hag Anna Quéré
kenurzhiet gant Annaig Kervella, sevenet gant Lorenzo Della Libera.

1. Keleier

Anv zo pell zo da wellaat al linenn-treñ Roazhon/Pariz. Al Linenn Tizh Bras (Ligne à Grande Vitesse) a vefe prest a-benn 2016, etre Le Mans ha Roazhon. Evit tizhout Kemper pe Brest ne vo ket ken herrek al linenn evit doare. Pennad-kaoz gant Gérard Lahellec e-karg eus an treuzdougen evit Rannvro Breizh.

2. An teulfilm

image_68180464.jpg
 


Eil lodenn an abadenn gouestlet da Charlez ar Gall, aet da Anaon e miz Du 2010.

« Charlez ar Gall, brezhoneger penn-kil-ha-troad »
E 1964 o doa sellerien ar skinwel klevet brezhoneg evit ar wech kentañ : war ar skramm Charlez ar Gall. Bep Gwener en doa 1 vunutenn hanter evit dibunañ keleier !
Ouzhpenn e labour skolaer ha kelenner en doa kinniget an abadennoù brezhoneg-se betek 1974. Er radio e veze klevet ivez d’ar Sul, skoazellet mat gant e wreg Chanig. Kalz eus e amzer ha nerzh en doa gouestlet d’ar brezhoneg, e yezh vamm.
Sevenet gant Marie Kermarec-  Bet skignet e Genver 2001 da geñver 30vet bloavezh an abadenn gentañ e brezhoneg er skinwel.


Responsable : Bernez Rouz
Présentation : Bernez Rouz – Anna Quéré
Coordination : Annaig Kervella
Réalisation : Lorenzo Della Libera


1. Actualités
 
La Région Bretagne a défini en début d’année son plan Ligne à Grande Vitesse. C’est en 2016 que la ligne devrait être opérationnelle entre Le Mans et Rennes. Mais qu’en est-il entre Rennes, Quimper et Brest ? Gérard Lahellec, responsable des transports à la Région Bretagne répond aux questions d’Anna Quéré.

2. Documentaire

Deuxième volet de l’hommage à Charles Le Gall, homme de radio et de télévision, décédé en novembre 2010.


« Charlez ar Gall, brezhoneger penn-kil-ha-troad»
Le premier présentateur à parler breton à la télévision fut Charles Le Gall en 1964. Jusqu’en 1974, il assuma la chronique en langue bretonne pour le petit écran. Enseignant, il assuma l’animation et la production d’émissions radio avec la complicité et l’aide précieuse de son épouse Chanig. Ce travailleur infatigable avait une passion : le breton, sa langue maternelle.
Réalisation : Marie Kermarec.
Documentaire diffusé en janvier 2001 à l’occasion des 30 ans du premier magazine télévisé en langue bretonne.

Charlez ar Gall, a skolaer da speaker

Sul 10 a viz Ebrel / Dimanche 10 avril 2011

Un abadenn renet gant Bernez Rouz, kinniget gant Bernez Rouz hag Anna Quéré
kenurzhiet gant Annaig Kervella, sevenet gant Lorenzo Della Libera.

1. Keleier
Gant lezenn Dati e oa bet savet strafuilh bras e bed ar justiz. Kartenn nevez al lezioù-barn a ra reuz bepred ha n'eo ket echu ar stourm gant implijidi ar justiz. Klevet vo Gaëlle Le Guyader ha Loig Chapel, avokidi.

2. An teulfilm

image_68180464.jpg


" Charlez ar Gall, a skolaer da speaker "
E miz Du 2010 e oa aet Charlez ar Gall da Anaon. Anavezet mat e oa e bed ar radio hag ar skinwel. Ar Falz ha Kalanna o deus bet c'hoant goulennata an den war an hent en deus bet c'hoant goulennata an den war an hent en deus e gaset d'ar brezhoneg. Skolaer ha kelenner e oa a vicher hag ivez un ezel oberiant eus ar gevredigezh Ar Falz, bet krouet e 1933 gant Yann Sohier evit diorren ar brezhoneg er skolioù publik.
Kenbroduet gant Ar Falz/Kalanna - Sevenet gant Soazig Daniellou -

3.  Sevenadur

Yves-Marie ar Braz, saver añchennoù :
E Lannuon emañ Yves-Marie ar Braz o fardañ añchennoù evit sonerien ar bagadoù koulz hag ar sonerien all. Aked, labour pizh ha finesa hag ur skouarn stummet mat a c'houlenn al labour soutil-mañ.
Kinniget gant Mathieu Herry.

Iliz Kernaskledenn :
Baleadenn en un iliz gaer a vro Bourlet. Benoni Lavolé, heñcher feal an iliz a gustum displegañ ha kinnig d'an dud holl binvidigezhioù an iliz.
Kinniget gant Anna Quéré


Responsable : Bernez Rouz
Présentation : Bernez Rouz - Anna Quéré
Coordination : Annaig Kervella
Réalisation : Lorenzo Della Libera

1. Actualités
Le monde judiciaire est en émoi depuis la loi Dati. La nouvelle carte des tribunaux, le manque de moyens et de personnels fait réagir ce milieu que l'on n'a pas l'habitude de voir manifester.

2. Documentaire
" Charlez ar Gall, a skolaer da speaker " (Charles Le Gall, de l'instituteur au speaker )
Le 3 novembre dernier disparaissait Charles Le Gall connu pour ses émissions de radio et comme premier présentateur télé de langue bretonne. Ar Falz et Kalanna ont  interrogé cet infatigable militant sur son parcours avant la période audiovisuelle. Instituteur et professeur de profession, il avait dans sa jeunesse rejoint Ar Falz, association laïque créée en 1933 par Yann Sohier, ayant pour but  la promotion du breton dans les écoles publiques.
Coproduction Ar Falz-Kalanna - Réalisation : Soazig Daniellou


3. Culture  
Yves-Marie ar Braz, facteur d'anches : installé à Lannion, ce musicien discret fabrique des anches pour tous les sonneurs de bombardes. Ce métier demande patience, minutie, doigté mais aussi une oreille aiguisée.
Reportage de Mathieu Herry

L'église de Kernascleden : véritable joyau du pays Poulet, cette grande église renferme des trésors que Bénoni Lavolé se fait un plaisir de faire découvrir aux visiteurs.
Reportage de Anna Quéré

Marsel, paotr-plaen

Sul 03 a viz Ebrel / Dimanche 03 avril 2011

Un abadenn renet gant Bernez Rouz, kinniget gant Anna Quéré, kenurzhiet gant Annaig Kervella.

" Marsel, paotr-plaen "

Un tamm paotr plaen eo Marsel. Diw wech plaen. Ganet oa bet e Krec'h-Morvan en Larruen, pennad 'zo bremañ. Ul lec'h darempredet pell 'zo gant a bep seurt tud. Rak digor bras vez dor Marsel dalc'hmat ha kalz tud yaouank a zo bet aet di da zeskiñ kanañ . Ur mestr-kaner eo Marsel hag eñ o vevañ kreiz ar vro Fañch. Gant e dud, er gêr ha gant tud ar vro, kanerien ha dañserien anezho, en deus desket ha kement all a ra ivez : treuzkas an herezh bet fiziet ennañ. Poltred un den fur, gouiziek, kaner ha konter hep e bar.

- Ur film sevenet gant Sébastien Le Guillou - 26'


Une émission dirigée par Bernez Rouz, présentée par Anna Quéré, coordonnée par Annaig Kervella.

Marsel, paotr-plaen  (Marcel, chanteur de plin)


Marcel n'a jamais quitté Krec'h-Morvan, la ferme où il est né en 1930. Il y a travaillé la terre, élevé des bêtes. Et chanté. Dans sa famille, chez les voisins à la campagne, tout le monde chantait et dansait. C'est tout naturellement que Marcel s'est mis à chanter complaintes et kan-ha-diskan. Sa porte, toujours ouverte a permis à de nombreux jeunes de s'initier aux chants en breton. Marcel, calme et pédagogue est une mine de savoir. Portrait d'un Breton discret et fin qui a su transmettre son savoir en toute simplicité. 

- Un documentaire de 26 minutes réalisé par Sébastien Le Guillou.

Kafe du ha merc'hed en gwenn

Sul 27 a viz Meurzh / Dimanche 27 mars 2011

Un abadenn renet gant Bernez Rouz, kenurzhiet gant Annaig Kervella.

image_67965291.jpg


" Kafe du ha merc'hed en gwenn "


Ospital Pierre Le Damany en Lannuon. Noz eo. Emañ ar skipailhoù noz o kregiñ gant o labour. War digarez evañ ur banne kafe e kont ar c'hlañvdiourezed o nozvezhioù labour, etre from ha c'hoarzh. Chantal, Marie-Hélène, Gisèle, Christiane, Yvette ha Raymonde a blij o labour dezhe. E forzh pe servij vefent, mabouriezh, chomadenn hir pe trummadoù, dalc'hmat e vezont tost ouzh glac'har ha joa, marv ha buhez…


Ur film sevenet gant Lorenzo Della Libera ha Sébastien Le Guillou - 26'
Adskignadenn.


Une émission dirigée par Bernez Rouz, coordonnée par Annaig Kervella.

Café noir et blouses blanches

Une nuit à l'hôpital Pierre Le Damany à Lannion. Dans les différentes unités, le personnel de nuit prend la relève… Dans le fumant du café noir d'une nuit blanche, des infirmières racontent leurs nuits entre retenue et discrétion, entre rire et émotion. Chantal, Marie-Hélène, Gisèle, Christiane, Yvette et Raymonde aiment leur métier. A la maternité, en pédiatrie, en pneumologie, au long séjour ou en urgences, elles côtoient sans cesse joie et larmes, vie et mort…

Un documentaire de 26' réalisé par Lorenzo Della Libera et Sébastien Le Guillou.
Rediffusion.

Roje pe an eizhvet kousker

Sul 20 a viz Meurzh / Dimanche 20 mars 2011

Un abadenn renet gant Bernez Rouz, kinniget gant Bernez Rouz hag Anna Quéré
kenurzhiet gant Annaig Kervella, sevenet gant Didier Boussard.

1. Tud
Gouennoù saout zo a oa tost aet da get. A-drugarez da saverien loened evel André Morin e kaver c'hoazh saout Arvorig. Eus ar gwellañ e ra André war o zro ha klask saveteiñ ar ouenn-se a ra ivez pa ne vez ket o kanañ hag o son gant e akordeoñs.
Kinniget gant Sébastien Le Guillou.


2. An teulfilm
" Roje pe an eizhvet kouker "

image_67864678.jpg


Kluchet eo Ar Seizh-Sant e maezioù Bro-Dreger nepell eus Plouared. Brud chapel Ar Seizh-Sant zo aet pell en tu-hont da Vreizh ha da Europa. E 1954 e tiazeze Louis Massignon ur pardon kristen hag islamat war un dro. Kanet vez neuze kantik ha gwerz ar vro tro ha tro gant triwec'hvet sourat ar c'horan  " Al Khaaf " (ar vougev).
Roje a zo o chom tre tal ar chapel. Eñ eo ael mat ha gward feal al lec'h kaer-mañ. Eñ eo eizhvet kouker Efeza.
Aozet ha sevenet gant Sébastien Le Guillou.

3.  Sevenadur

image_67808469.jpg

Gouel Roue Waroch :
Klozet eo ar gouel ha berzh en deus graet e Pleskob evit ar 15vet gwezh. Kaset eo en dro gant 250 a dud. Kavet e vez kenstrivadegoù, sonerezh a bep seurt e-kerzh abadennoù ha festoù-noz. Birvilh ha startijenn ur vro.
Kinniget gant Anna Quéré.



Responsable : Bernez Rouz - Présentation : Bernez Rouz - Anna Quéré
Coordination : Annaig Kervella - Réalisation : Didier Boussard

1. Portrait
Certaines races bovines locales ont failli disparaître. Pourtant ces vaches sont parfaitement adaptées aux terrains et conditions extérieures du pays. Grâce à des passionnés comme André Morin les vaches armoricaines sont choyées et préservées. Quand il ne s'occupe pas de ses vaches, André chante et joue de l'accordéon.
Réalisation : Sébastien Le Guillou

2 - Documentaire
" Roje pe an eizhvet kousker " (Roger ou le huitième Dormant)
Il est dans la campagne du Trégor un petit village appelé Les Sept-Saints. Endroit calme et paisible avec sa chapelle, sa fontaine et son pardon. Un pardon unique mis en place par l'orientaliste Louis Massignon en 1954. Tous les ans chrétiens et musulmans mêlent leurs voix et chantent tour à tour le cantique d'ici et la sourate XVIII du Coran " Al Khaaf " (la caverne) faisant référence aux sept saints dormants d'Ephèse.
Roger habite à deux pas de la chapelle. Habité corps et âme par ce lieu sacré, Roger en est le gardien et le " huitième Dormant ".
Réalisation : Sébastien Le Guillou

3.  L'actualité culturelle  
Roue Waroch : ce n'est pas un festival comme les autres. Ancrée depuis 15 ans à Plescop, cette fête organisée par 250 bénévoles propose toutes sortes de manifestations et animations musicales. Le brassage des musiques, des participants et des générations donne le ton à ces trois jours de fête.

L'énergie marine

Sul 13 a viz Meurzh / Dimanche 13 mars 2011

Un abadenn renet gant Bernez Rouz, kinniget gant Bernez Rouz hag Anna Quéré
kenurzhiet gant Annaig Kervella, sevenet gant Didier Boussard.

1. Tud
Setu pell zo emañ Theofil Peru o sevel kezek e Plouared. Kezeg ar vro. Alies eo bet  priziet evit e loened. Georges Guillou, bet barner e koñkourioù ar vro a oar ivez eus kezeg ar vro. Kinniget gant Sébastien Le Guillou.

2. An teulfilm 13' : " Nerzh ar mor "
Pegeit e pado ar petrol ? Kreskiñ a ra ezhommoù ar broioù keñver energiezh. Ret mat eo kavout doareoù all da broduiñ nerzh. Tri c'hard gorread ar voull-douar a ya gant ar mor. Emeur o kregiñ da studiañ a dostoc'h nerzh an houl, ar froudoù… Ha perak ne vefe ket staliet tourioù-avel war vor ? N'emeur nemet e deroù ar studiadennoù. Kalz labour enklask hag arnod a zo da gas da benn. Lec'hiet mat dispar eo Breizh evit hen ober.
Aozet ha sevenet gant Bernez Quillien ha Gérard Uginet


3.  Sevenadur

Ar Vro Bagan : Gant " Divroañ " en deus Ar Vro Bagan lakaet ar pouez war ur mare eus istor ar Vretoned. Gwechall hag hiziv. Ur pezh-c'hoari leun a nerzh hag a from. Gant " Friko zo " eo kalz skañvoc'h an traoù. Ar pal o vezañ mont da c'hoari e-touez an dud, er bourkioù ha war ar maez. Ha lakaat an dud da c'hoarzhin.


Responsable : Bernez Rouz - Présentation : Bernez Rouz - Anna Quéré
Coordination : Annaig Kervella - Réalisation : Didier Boussard

1. Portrait
Théophile Péru élève une vingtaine de chevaux à Plouaret et a obtenu de nombreux prix pour ses bêtes. Georges Guillou, ancien membre des jurys de concours est lui aussi un connaisseur des traits bretons. Réalisation : S. Le Guillou.

2. Le film documentaire : " Nerzh ar mor " (L'énergie marine)
La fin annoncée du pétrole et l'augmentation des besoins en énergie obligent aujourd'hui à chercher des solutions. On se retourne vers les énergies renouvelables et les océans commencent timidement à être le champ d'expériences diverses. Nous sommes encore au stade des études et prototypes et un chercheur sur cent seulement étudie la biologie marine. Grâce a sa situation géographique exceptionnelle la Bretagne pourrait pourtant être à la pointe de ces recherches.
Production et réalisation : Bernez Quillien et Gérard Uginet

3.  L'actualité culturelle 

Ar Vro Bagan : Après la grande pièce " Divroañ " qui raconte l'émigration d'hier et d'aujourd'hui, la troupe de Plouguerneau fait le choix de se déplacer dans les petites bourgades avec " Friko zo " une pièce faite pour divertir et faire rire.

L'agriculture en crise

Sul 06 a viz Meurzh / Dimanche 06 mars 2011

Un abadenn renet gant Bernez Rouz, kinniget gant Bernez Rouz hag Anna Quéré
kenurzhiet gant Annaig Kervella, sevenet gant Didier Boussard.


1. Hag a-nevez ?

Emañ SICA Kastell-Paol o paouez lidañ e 50 vloaz. Savet oa bet e 1961 gant Alexis Gourvennec ha peizanted all a Vro-Leon. Klevet vo Pierre Bihan-Poudec, prezidant ar SICA hiziv an deiz.
Ne ya ket mat an traoù gant ar saverien moc'h. Re izel priz ar c'hig moc'h p'emañ priz an ed war gresk. Emile Riou, saver moc'h er Vro-Vigoudenn a zispleg petra ya a dreuz er mare-mañ.

2. An teulfilm 13' : " Doareoù all ganto"
Klañv eo ar maezioù ha fallgalonet ar beizanted. Diegi o devez ar re yaouank d'en em staliañ ha mont war ar vicher-se. A-raok ar bloavezhioù 50 e oa treut ar c'hounidigezh, goude se oa deuet doareoù produiñ brasoc'h-bras. Enket an traoù hiziv an deiz avat. Un toullad tud o deus dibabet labourat an douar ha sevel loened gant doareoù all, en o zouez Loig, jean-Yves ha Goulven da skouer.
Aozet ha sevenet gant Bernez Quillien ha Gérard Uginet

3.  Sevenadur

Riwal Huon : E romant " Ar marc'h glas " en deus tapet ar maout evit prizioù France 3 e Landreger. Romant kentañ ar skrivagner eo, kustumoc'h oa da sevel danevelloù pe pennadoù berr. Poltred ur c'halvez-skrivagner savet gant Jean-Pierre Lyvinec.

Sinema : Kas bugale ar skolioù divyezhek da welet filmoù e brezhoneg sed ar pezh a ra div gevredigezh : Dizale ha Daoulagad Breizh. Mathieu Herry a oa bet e Kemperle evit un abadenn a seurt-se.


Responsable : Bernez Rouz - Présentation : Bernez Rouz - Anna Quéré
Coordination : Annaig Kervella - Réalisation : Didier Boussard

1. L'actu

La SICA vient de fêter ses 50 ans. C'est en effet en 1961 qu'à Saint-Pol-de-Léon, Alexis Gourvennec et quelques paysans du secteur montaient cette coopérative qui aujourd'hui est le premier groupe légumier de vente en France. ITW de Pierre Bihan-Poudec, l'actuel président.
Les éleveurs de porcs sont inquiets, le cours du prix du porc est trop bas. Leurs difficultés sont nombreuses. Emile Riou, éleveur dans le Pays Bigouden expose la situation.

2. Le film documentaire : " Doareoù all ganto " (D'autres méthodes)
L'agriculture est en crise. Il y a de moins en moins d'agriculteurs dans les campagnes. Les jeunes hésitent à s'installer. La Bretagne est passée d'une agriculture familiale peu mécanisée à un modèle productiviste qui aujourd'hui montre ses limites. Une minorité de paysans appliquent d'autres méthodes et portent une autre vision sur leur métier et leur place dans la société comme Loig, Jean-Yves et Goulven.
Production et réalisation : Bernez Quillien et Gérard Uginet

3.  L'actualité culturelle 

Riwal Huon : Le titre" Ar marc'h glas " a remporté les Prizioù 2011 de France 3 dans la catégorie " meilleur roman ". L'auteur installé au Centre Bretagne a déjà publié des nouvelles, des poèmes, des articles... Ce prix couronne avec succès son premier roman. Portrait d'un charpentier-écrivain sensible et inspiré réalisé par Jean-Pierre Lyvinec.


Cinéma :  Proposer des films en breton aux élèves des filières bilingues, voilà le but des associations Dizale et Daoulagad Breizh. Mathieu Herry a suivi une séance à Quimperlé.

Teulfilm : Hentoù 70 - 1/2 et 2/2

Sul 20 ha 27 a viz C'hwevrer / Dimanche 20 et 27 février 2011

Hentoù 70'

image_67172794.jpg


Ur film gant Mathieu Herry ha Roland Michon.
Produet gant Kalanna, Ina ha France Télévisions.

Titl ar film a gas ar sellerien da heul Bob Dylan, Jack Kerouac hag ar spered nevez, ganet er bed a-bezh e dibenn ar bloavezhioù 1960. E Breizh emañ ivez an traoù o cheñch. E 1968 e  lavarer e fell d'ar C'hornôg bevañ, ha tonioù sonerezh mod nevez a groger da glevet ivez.
Er film e klever hag e weler maouezed ha gwazed hag o deus savet o buhez diwar stourmoù ha youl a-stroll ar bloavezhioù 1970. Diskouez a reer, oc'h heuliañ an hentoù liesstumm-se, ar c'hemmoù bras a zo bet, e-doug meur a vloavezh, e Breizh. Ar sevenadur, ar yezh, ur galloud politikel digreizennet, ar stourmoù sokial : prantadoù pouezus ar mare-se a weler, dre gomzoù pep hini, ha dre skeudennoù kavet e dielloù ar skinwel broadel ha rannvroel.
Evit ar re o deus bevet er bloavezhioù-se e adkavint moarvat birvilh ur bobl hag ur vro. Evit ar re n'o deus ket eo un doare da welet pegen a-bouez eo bet ar mennozhioù diwanet hag ar stourmoù boulc'het etre 1968 ha 1981 evit kompren Breizh an deiz a hiziv.


Hentoù 70'

Un film de Mathieu Herry et Roland Michon.
Produit par Kalanna, Ina et France Télévisions.

Le titre du film, que l'on pourrait traduire par " Routes 70 " est un clin d'œil aux itinéraires mythiques des routards des années 1960, décrits par Jack Kerouac, chantés par Bob Dylan... Dans ce film, les routes, les chemins sont ceux de femmes et d'hommes qui ont construit leur vie et participé à un élan collectif, dans cette région, avec et autour de leur langue et de leur culture.
Il s'agit de rendre compte, à partir de leurs témoignages et d'images de l'époque, de cette transformation incroyable qui a durée plusieurs années, mobilisé des foules entières en Bretagne et en France, multiplié les actions illégales sans sombrer dans la violence, porté une certaine vision de la démocratie et du pouvoir " régional ".
Le film retrace cette aventure, à travers des récits entrecroisés, des archives qui montrent comment les luttes de l'époque portèrent l'espoir et les rêves de toute une génération.
Pour ceux qui ont vécu ces " années de Breizh ", ces retrouvailles éveillent des souvenirs heureux. Pour ceux qui n'étaient pas nés, c'est une occasion de découvrir ces conflits et ces créations, au travers desquels se lisent bien des enjeux de notre actuel quotidien.

Teulfilm : "Skoazellet ha kenderc'hel"

Sul 13 a viz C'hwevrer / Dimanche 13 février 2011

Hiziv e vever pelloc’h pell. Koshaat a ra ar boblañs ivez. Penaos ober war dro an dud war an oad . Sed a ze danvez an teulfilm kinniget ar sizhun-mañ :

« Skoazellet ha kenderc’hel »

Chom er gêr, dibistig ha yac’h a zo moarvat ar pezh a garfe pep hini bevañ ur wech erruet war an oad. Met siwazh n’eo ket ar gozhni ken aes ha tra. Klask a reer degas skoazell d’ar re gozh a c’hell chom da vevañ er gêr, met daoust d’ar sikour-se e teu ur poent bennak lec’h ma ranker kavout un diskoulm all.
Alies mat e vez klasket ur plas en un ti-annez, an hini tostañ d’ar gêr pe nepell eus lec’h emañ ar vugale pe ar familh o chom ; tiez-annez a bep seurt a zo. Er film-mañ e welomp penaos ya en dro an traoù e tri di-annez er C’hab. Jean-Yves Broudig, bredelfenner, a zegas e sell hag e skiant war ar gozhni, an amzer o tremen hag ar marv.
Un teulfilm aozet gant Mona Jaouen ha sevenet gant Gérard Uginet.
Kenbroduet gant Aligal Production ha France 3 Breizh


__________________________________________________________________

La fin de vie est une période délicate à vivre pour les personnes âgées et leur entourage. Afin que chaque personne garde sa dignité et vive au quotidien dans les meilleures conditions possibles, la société doit réfléchir et mettre en place des structures qui répondent à ces critères.

« Skoazellet ha kenderc’hel » (Etre aidé et continuer)
Plus on vieillit, plus le risque de dépendance augmente. Des services sont mis en place afin de maintenir les personnes âgées chez elles et de les aider pour les taches quotidiennes. Mais arrive un moment où cela ne suffit plus. Une autre solution doit être trouvée et c’est souvent la résidence pour personnes âgées. La plus proche du domicile du patient ou des enfants qui est choisie. Ce documentaire a suivi la vie en résidence dans le Cap-Sizun où trois communes se sont associées pur gérer administrativement trois résidences. Jean-Yves Broudic, psychanaliste, apporte une réflexion tout en finesse sur la vieillesse, le temps qui passe et la fin de vie.
Production : Mona Jaouen – Réalisation : Gérard Uginet
Corpoduction : Aligal Production et France 3 Ouest

An diviz : Jean-Claude Le Ruyet

Sul 06 a viz C¿hwevrer / Dimanche 06 février 2011

Un abadenn renet gant Bernez Rouz, kinniget gant Bernez Rouz hag Anna Quéré
kenurzhiet gant Annaig Kervella, sevenet gant Didier Boussard.

1. Hag a-nevez ?
Breizh hag an tredan : Bep bloaz e-kerzh ar goañv e teu en dro kaoz an tredan e Breizh. Ne brodu ket ar vro trawalc'h. Emañ ar Rannvro o kinnig un doare emglev.
Ur chanter bras a vo klevet komz diwar e benn e-pad pell.


2. An diviz :

Jean-Claude ar Ruyet : " Komz, liamm ha norm "
E 2009 en doa Jean-Claude ar Ruyet tremenet un dezenn. Ur studiadenn war peder reolenn a c'hellfe bezañ un diazez evit kelenn brezhoneg. Bet oa er skolioù da enrollañ ar skolidi ha studiet en doa  yezh ar re yaouank. Penaos gwellaat brezhoneg komzet ar re a zesk er skolioù ? Kinnig a ra studiañ al liammadurioù, an dibennoù kaletaus, an diverradruioù, levezon ar galleg.

3.  Sevenadur

Kreiz Breizh Akademi : An trede strollad sonerien bet stummet gant an aozadur a zo bremañ war al leurennoù. Emañ Erik Marchand o prientiñ stummañ ur pevare strollad, bepred e Langoned.

David ar Gall : Kelenner eo David ar Gall e skolaj Diwan ar Mor-Bihan. Emañ o paouez bezañ priziet evit e levr " Hent Arkadius " gant Imram. Ul levr danevelloù savet gant liv du an dispi ha fent skrijus alies.


Responsable : Bernez Rouz
Présentation : Bernez Rouz - Anna Quéré
Coordination : Annaig Kervella
Réalisation : Didier Boussard


1. L'actu

Energie : tous les hivers la question de l'énergie en Bretagne revient à l'ordre du jour. La Région vient de proposer un " pacte électrique ". Dossier à suivre.


2. L'Invité
C'est fin 2009 que Jean-Claude Le Ruyet a soutenu sa thèse " Parole, Liaison et Norme " dans le cadre de quatre règles de prononciation pour le breton des écoles. Aujourd'hui il propose ses recherches à un public plus large afin d'agir sur la qualité du breton parlé des apprenants.
Il vient de se voir décerné le prix " Esprit de la langue " par le juri des Prizioù 2011.

3. L'actualité culturelle 

Kreiz Breizh Akademi : Après avoir formé un troisième groupe de musiciens actuellement en tournée, Erik Marchand s'apprête à former un quatrième groupe toujours à Langonnet.


David ar Gall : Cet enseignant au collège Diwan du Morbihan a reçu le prix Imram pour un recueil de nouvelles aux éditions Al Liamm. Noir, désespoir et humour sont les couleurs dominantes de ces nouvelles.

Prizioù 2011 : la cérémonie

sul 30 a viz Genver / dimanche 30 janvier 2011

Découvrez le palmarès 2011, toutes les infos et les vidéos sur le site dédié aux Prizioù 2011 en  cliquant ici.



Enrollet e Landreger d’ar Sadorn 29 a viz Genver 2011 da 5 eur

Enregistrement Samedi 29 Janvier 2011 à 17h00 à Tréguier

Skignañ : d’ar Sul 06 a viz C’hwevrer da 10:50 war dakad Liger-Atlantel France 3
Prochaine diffusion : dimanche 06 février 2011 sur le réseau Loire-Atlantique de France 3

An diviz : Eva Guillorel

sul 23 a viz Genver / dimanche 23 janvier 2011

Un abadenn renet gant Bernez Rouz,
kinniget gant Bernez Rouz hag Anna Quéré
kenurzhiet gant Annaig Kervella,
sevenet gant Didier Boussard.

1. Hag a-nevez ?
Ar festoù-noz : goulenn enskrivañ e glad an Unesco. Diwar atiz Dastum oa bet lañset ar raktres-mañ warlene. E pe stad emañ an traoù hiziv an deiz ?

Pik.bzh : war ar stern emañ ar goulenn daou vloaz zo. Klask a ra Breizh kaout e chomlec'h astenn internet .bzh evel m'o deus Katalaniz ha meur a rannvro european all. Met n'eo ket ken aes-se an traoù.

2. An diviz

Eva Guillorel : Ar gwerzioù hag ar justiz.
Eva guillorel, istorourez zo o paouez embann ur pikol labour war dalvoudegezh ar gwerzioù evit kompren an aferioù justiz e Breizh.

3.  Sevenadur

Levrioù niverel :
Ar c'hentañ levrioù niverel a zo deuet er maez e dibenn 2010. Levrioù studi brudet Jules Gros hag un deizlevr " Buhez prevez Lola P. " savet gant ur plac'h yaouank Maïwenn Morvan. Embannet gant Emgleo Breiz.

Gouel Broadel ar Brezhoneg
Abaoe pell ne oa ket bet eus ar Gouel-mañ. Adsavet oa bet en dro, warlene, e Kawan gant ur skipailhad tud yaouank. Berzh en doa graet ken ken.

An daou  oberiantiz-mañ a zo war ar renk evit Priz Bras ar Prizioù a vo lidet e Landreger e fin miz Genver .


Responsable : Bernez Rouz
Présentation : Bernez Rouz - Anna Quéré
Coordination : Annaig Kervella
Réalisation : Didier Boussard

1. L'actu

Le Fest Noz : patrimoine mondial de l'humanité ?
Le dossier de la reconnaissance du nom de domaine internet .bzh ?

2. L'Invitée

  La thèse d'Eva Guillorel sur les complaintes bretonnes et la justice a été salué comme une des grandes contributions universitaires à la reconnaissance de la valeur des traditions orales chantées pour les études historiques. Eva Guillorel chercheur à Harvard auc USA puis à l'Université de Québec a été interviewé par Bernez Rouz lors de sa venue en Bretagne pour présenter son livre La Complainte et la plainte.


3. L'actualité culturelle 

Les nominés des Prizioù 2011 dans la catégorie : Brittophone de l'année
Les premiers livres numériques en breton
La fête de la langue Bretonne à Cavan

Bizied Lemm

sul 16 a viz Genver / dimanche 16 janvier 2011

Un abadenn renet gant Bernez Rouz,
kinniget gant Bernez Rouz hag Anna Quéré
kenurzhiet gant Annaig Kervella,
sevenet gant Didier Boussard.

1. Hag a-nevez ?

Ar retred neus lakaet birvilh er vro en diskar-amzer 2010. Ober a rimp ur sell war ar manifestadegoù bet aozet ha war an abegoù a vroud ar re a glask mirout ar gwir da vont war e leve da 60 vloaz. Klevet a rimp ivez ur studierez ha sindikalourez yaouank, Tunvezh Gloaguen, o tennañ kentel eus ar stourm-se hag o 'n em soñjal evit an amzer da zont.

2. An teulfilm 13' : Bizied Lemm

E Kallag eo bet François Ollivier war ar vicher Kine e vuhez pad. Redek a ra ar maezioù da sikour an dud da chom yac'h ar pellañ posubl, e wreg o vezañ blenierez ar c'harr, sekretourez ha skoazellerez. Rak François ne wel ket mat gant e zaoulagad met e vizied a zo lemm. Bremañ pag eo deuet ar mare da ziskrogiñ en deus kontet da vMona Jaouen ha da Didier Boussard penaos eo tremenet e vuhez labour hag eñ nec'het gant ar vro o tiboblañ ha den evit kemer e blas moarvat.

3.  Sevenadur : Devezhourien an arvest
Penaos en em denn hiriv c'hoarierien Teatr Piba, ur strollad c'hoariva nevez krouet ? Bresk ha diasur eo statud devezhourien an arvestoù hiziv an deiz. Ha c'hoari e brezhoneg ne zegas ket bara pemdeziek. Yann mil vicher a ranker bezañ evit en em dennañ neuze.


Responsable : Bernez Rouz
Présentation : Bernez Rouz - Anna Quéré
Coordination : Annaig Kervella
Réalisation : Didier Boussard

1. L'actu

Retour sur le mouvement des retraites qui a marqué l'automne 2010. A travers les images de manifestations, c'est l'expression d'une réelle inquiétude qui sourd. Anna Quéré a demandé à une jeune militante Tunvezh Gloaguen de faire le point sur ce mouvement revendicatif auquel elle a participé.

2. Le film documentaire
" Bizied Lemm " (Les doigts agiles)

A travers le portrait d'un kiné de Callac (22), c'est tout l'amour d'un métier consacré au bien être des autres qui s'exprime. François Ollivier parcours la campagne pour aider les patients et les personnes âgées à rester en bonne santé le plus longtemps possible. Il exprime sa crainte de ne pas être remplacé dans un centre Bretagne qui se vide. Il a préparé sa retraite non sans une certaine nostalgie.

3.  L'actualité culturelle  
Comment vivent les intermittents du spectacle en Bretagne ? A travers l'exemple de Teatr Piba,  Anna Quéré a cherché à comprendre la réalité économique d'un métier itinérant. La plupart doivent faire plusieurs métiers pour garder leur statut : pas simple quand on choisi d'être comédien brittophone.

Red an Amzer, nouvelle formule

sul 09 a viz Genver / dimanche 09 janvier 2011

Un abadenn renet gant Bernez Rouz,
kinniget gant Bernez Rouz hag Anna Quéré
kenurzhiet gant Annaig Kervella,
sevenet gant Didier Boussard.

1. Hag a-nevez ?

Bloavezh Mat ! Ya, met peseurt hetoù zo gant ar vrezhonegerien yaouank ?
Anna Quéré zo aet da c'houlenn ouzh studerien Roazhon ha tud an Oriant petra c'hellfe bezañ ar baradoz a-raok fin o buhez !


2. An teulfilm 13' : Bara ha chokolad
P'emeur gant gouel ar roueed, Jean-Pierre Lyvinec zo aet da sevel e fri kostez ar varaerien ha pastezerien o labourat. Frondoù, livioù ha blazioù saourus ar bara hag ar chokolad… kinniget ha fardet gant tud stummet war o micher. Kaset e vimp e ti ar Gwern e Karaez, en un ti-forn bio e Sant-Tegoneg hag e Landevan da zizoleiñ penaos vez fardet chokolad lipous.

3.  Sevenadur

Al levr : Un darvoud a-bouez eo embannadur " Menez an ene " gant ar skrivagner sinaat Gao Xingian. Bet en deus bet Priz Nobel al Lennegezh er bloavezh 2000. Aet eo Anna Quéré betek e ranndi e Pariz gant Yann-Varc'h Thorel en deus troet ar romant eus ar sinaeg d'ar brezhoneg.
Ar bladenn : " Just in case " Roy Eales, kelaouenner ha skrivagner saoz o chom e Treger zo o paouez embann ur bladenn liesyezhek gant e skridoù ha barzhonegoù, pedet en deus mignoned a bep seurt da gemer perzh. War ar renk emañ e bladenn evit ar Prizioù.


Responsable : Bernez Rouz
Présentation : Bernez Rouz - Anna Quéré
Coordination : Annaig Kervella
Réalisation : Didier Boussard

1. L'actu

Souhaitez la bonne année reste une coutume très ancrée. Mais que peuvent souhaiter les jeunes brittophones à l'entrée de l'année 2011 ? Anna Quéré est allée à leur rencontre dans le pays de Lorient et à l'Université de Rennes 2.


2. Le film documentaire : " Bara ha Chokolad " (Pain et Chocolat)

Les boulangers et les pâtissiers sont sur la brèche lors des fêtes du début d'année. Jean-Pierre Lyvinec  nous propose un portrait croisé de deux générations de boulangers et chocolatiers. Saveurs, couleurs et effluves sympathiques font le bonheur de tous les gourmets. Visite de la boulangerie Le Guern à Carhaix, de la boulangerie bio de Saint-Thégonnec et de la chocolaterie de luxe Leroux à Landevant.


3.  L'actualité culturelle 

-  Un prix Nobel de littérature traduit en breton directement du chinois ce n'est pas banal. Yann-Varc'h Thorel vient de publier chez Apogée " Menez an Ene " (La montagne de l'âme). Rencontre à Paris avec l'écrivain prix Nobel 2000 et le traducteur Yann-Varc'h Thorel.
- " Just in case " c'est la révélation des Prizioù 2011. Roy Eales, journaliste et écrivain installé dans le Trégor, est nominé pour son CD où ses amis chantent et récitent ses écrits en plusieurs langues.

Yann ar Beskont

sul 02 a viz Genver / dimanche 02 janvier 2011

Rediffusion d'un documentaire réalisé par Gurvan Musset.

YANN AR BESKONT
C'est un miracle annuel qui dure depuis 1958 réunissant parfois des dizaines de milliers de personnes ! Comment, chaque année au mois de janvier, une petite commune de 300 âmes peut-elle faire la une des médias ? Grâce au cyclocross, Lanarvily est devenue l'une des capitales mondiales de ce cyclisme des champs es des bois. A la tête du comité d'organisation, un dynamique septuagénaire surnommé le Vicomte ! Une véritable force de la nature.
Portrait de Jean Le Hir, agriculteur de métier et passionné de cyclisme, organisateur depuis 50 ans du cyclocross de Lanarvily.

image_66549348.jpg
 
 Les 8 et 9 janvier prochains se déroulera à Lanarvily, la 54ème édition du championnat de France de Cyclo-cross. L'équipe de 450 bénévoles travaille d'arrache-pied afin d'organiser  pour la quatrième fois cette prestigieuse épreuve internationale qui draine des milliers de spectateurs.

En savoir plus sur la course, cliquez ici.


YANN AR BESKONT

Abaoe 1958 eo miliadoù a dud en em gav en ur gumun vihan a Vro-Leon e-kreiz miz Genver. Lannarvili zo deuet a-benn da vezañ kêrbenn ar cyclocross ur wech ar bloaz. Ur redadeg start ha kalet e-kreiz ar maezioù, un dudi evit ar sellerien.
E penn an traoù un den a benn ha leun a startijenn, Yann ar Beskont. Tost da bevar-ugent vloaz eo ha n'eus ket e bar evit kas an traoù en dro ha lakaat pep hini d'ober e labour.
Sed amañ poltred Jean Le Hir, Yann ar Beskont, labourer-douar hag aozer cyclocross Lannarvili tremen 50 vloaz zo.
Teulfilm kinniget ha savet gant Gurvan Musset.
Bet skignet e 2009.

D'an 8 ha 9 a viz Genver eo e vo aozet 54vet Kampionad Frañs ar Cyclo-cross. Emañ ar skipailhad tud a-youl vat o labourat start a-benn aozañ evit ar pevare gwezh an abadenn sport etrevroadel. Miliadoù a dud eo a zeu da Vro-Leon da reiñ ton d'ar redadeg veur-mañ.

Archives

les + lus

les + partagés